Ti-embann yaouankiz e brezhoneg / Édition jeunesse en langue bretonne

Ar Steredenn-lostek [+ enrolladenn / + audio]

14.00

[Résumé en français plus bas]

DIVERRADENN AN ISTOR
« Aet eo Nyla da chom e kêr, met ne baouez ket da soñjal en holl draoù a vank dezhi eus he zi kozh.
Pa zifoup ur steredenn-lostek e straedoù kêr ha pa grog da lugerniñ ha da greskiñ, n'eo ket Nyla evit chom hep heuliañ anezhi...
Met ar pezh a zo evel un dec'hadenn er penn kentañ a c'hellfe bezañ ar pezh a vanke dezhi evit en em santout er gêr a-benn ar fin. »

KINNIG AL LEVR HAG AN OBEROUR
Gant Joe TODD-STANTON eo bet savet al levr brav-mañ adarre (« The Comet » e saozneg). Joe a zo ur paotr yaouank a orin eus Brighton (Bro-Saoz) hag ober a ra tresadennoù hag istorioù brav-tre. E levrioù « A Mouse called Julian » (Juluan hag al louarn, Timilenn 2020) ha « The Secret Of Black Rock » (Sekred ar Roc'h Zu, Timilenn 2021) a oa bet embannet e saozneg gant FLYING EYE BOOKS. Troet int bet e galleg ivez gant "L'école des loisirs" dindan an titloù « Jules et le renard » ha « Le Secret du Rocher Noir ».

Plijet-tre omp bet gant an istor-se adarre, koulz evit an tresadennoù — brav ha gant kalz munudoù da sellet pizh, evel boaz — eget evit an istor. Gallout a raio bezañ lennet d'ar vugale adalek 3 pe 4 bloaz, met plijout a raio d'an holl.

Gant ar gevredigezh TIMILENN — staliet e Bro-Naoned — eo bet prenet ar gwirioù evit treiñ al levr-mañ. Klotañ a ra al levr gant pal ar gevredigezh, da lâret eo reiñ c’hoant da lenn d’an holl vugale, koulz reoù diaesterioù lenn ganto (disleksiezh da skouer) pe get : moullet eo war baper nann-lufrus, ar skritur dibabet a zo aes ha bras a-walc’h, kement skeudenn a glot mat gant an destenn, etrelinennoù bras a zo…

Moullet eo bet al levr e Breizh gant Cloître, war baper brav ha gant ur golo kartoñs solud hag a-galite.

ENROLLADENN
El levr e vo tu deoc'h kavout ur c'hod QR da skanniñ gant ho pellgomzer hezoug evit selaou ouzh an istor. Enrolladenn produet gant KALANNA gant sikour Rannvro Breizh.

-----

Le livre « Ar Steredenn-lostek » (« The Comet » en anglais = La Comète) de Joe TODD-STANTON est édité au mois d'octobre 2022 par TIMILENN.

RÉSUMÉ DE L'HISTOIRE
« Nyla est allée vivre en ville, mais elle n'arrête pas de penser à tout ce qui lui manque de son ancienne maison.
Quand apparaît une comète dans les rues de la ville, qu'elle commence à éclairer et à grandir, Nyla ne peut s'empêcher de la suivre...
Mais ce qui peut paraître au premier abord comme une fuite pourrait être ce qui lui manquait pour se sentir chez elle en fin de compte. »

PRÉSENTATION DU LIVRE ET DE L'AUTEUR
Joe TODD-STANTON est l'auteur d'un magnifique livre, encore une fois. Joe est un jeune auteur originaire de Brighton (Angleterre) qui dessine très bien et imagine de belles histoires. Ses autres livres « A Mouse called Julian » (Juluan hag al louarn, Timilenn 2020) et « The Secret Of Black Rock » (Sekred ar Roc'h Zu, Timilenn 2021) ont été édités en anglais chez FLYING EYE BOOKS. Des versions en français ont été édités par "L'école des loisirs" également sous les titres « Jules et le renard » et « Le Secret du Rocher Noir ».

Le livre a été imprimé en Bretagne par Cloître Imprimeurs, sur du beau papier et avec une couverture cartonnée rigide et de qualité.

VERSION AUDIO
Vous trouverez dans le livre un QR Code à scanner avec votre smartphone pour écouter une version audio du livre. Cet enregistrement a été produit par KALANNA avec l'aide de la Région Bretagne.