Ti-embann yaouankiz e brezhoneg / Édition jeunesse en langue bretonne

Sekred ar Roc'h Zu [+ enrolladenn / + audio]

14.00

[Résumé en français plus bas]

DIVERRADENN AN ISTOR
« Boemet eo Erin gant mojenn ar Roc’h Zu. Ur roc’h divent, teñval ha lemm, brudet da zistrujañ an holl vigi a dosta outi ! Ha gwir eo an istorioù a vez kontet ?
Un devezh, evit gouzout hiroc’h, e pign Erin e bag pesketa he mamm... »

KINNIG AL LEVR HAG AN OBEROUR
Gant Joe TODD-STANTON eo bet savet al levr brav-mañ, ur paotr yaouank a orin eus Brighton (Bro-Saoz) hag a ra tresadennoù hag istorioù brav-tre. E levr « Juluan hag al louarn » (« A Mouse called Julian ») a zo bet embannet gant TIMILENN e 2020 dija, ha c’hoant hon eus bet labourat adarre war ul levr savet gantañ.

Evel evit « Juluan hag al louarn » omp bet plijet gant istor « Sekred ar Roc’h Zu », a gont un istor plijus, liammet d’un dudenn ha d’e endro tost. Ar wech-mañ e heuliomp troioù-kaer Erin. Mamm Erin a zo peskaeterez, ha kaset e vimp neuze kaset war vor evit dizoleiñ kalz traoù dreistordinal… Tresadennoù Joe TODD-STANTON a zo atav ken brav ha gant kalz munudoù, gant kalz livioù hag un donezon splann evit tresañ loened, da skouer. An istor brav-se a ra al liamm ivez gant stourmoù ekologel ha goulennoù liammet d’an endro. Plijout a raio d’ar vugale adalek 5-6 vloaz, ha d’an dud deuet ivez.

Gant ar gevredigezh TIMILENN — staliet e Bro-Naoned — eo bet prenet ar gwirioù evit treiñ al levr-mañ. Klotañ a ra al levr gant pal ar gevredigezh, da lâret eo reiñ c’hoant da lenn d’an holl vugale, koulz reoù gant diaesterioù lenn (disleksiezh da skouer) pe get : moullet eo war baper nann-lufrus, ar skritur dibabet a zo aes ha bras a-walc’h, kement skeudenn a glot mat gant an destenn, etrelinennoù bras a zo…

Moullet eo bet al levr e Breizh gant Cloître, war baper brav ha gant ur golo kartoñs solud hag a-galite.

ENROLLADENN
El levr (ar stumm advoullet e 2022) e vo tu deoc'h kavout ur c'hod QR da skanniñ gant ho pellgomzer hezoug evit selaou ouzh an istor. Enrolladenn produet gant KALANNA gant sikour Rannvro Breizh.
Evit ar re o dije bet prenet al levr-mañ a-raok : skrivit deomp evit kaout liamm ar bistenn son -> timilenn.bzh[@]gmail.com (tennañ [ ]).

-----

L’association TIMILENN, basée dans le pays nantais, vient d’éditer le livre « Sekred ar Roc’h Zu » en langue bretonne.

Ce livre de Joe TODD-STANTON est sorti en anglais sous le titre « The Secret of Black Rock » (FLYING EYE BOOKS, 2017). Il a également été traduit en français par « L’école des loisirs » sous le titre « Le secret du rocher noir ».

Comme pour le précédent livre « Juluan hag al louarn », ce livre raconte une belle histoire autour d’un personnage et de son environnement proche. On suit cette fois Erin (dont la maman est pêcheuse) dans une aventure en mer, où elle découvrira plein de choses émerveillantes… Les dessins de Joe TODD-STANTON sont toujours aussi beaux et plein de détails, avec de belles couleurs et un talent évident pour dessiner toutes sortes d’animaux notamment. Cette belle histoire, qui fera écho à des mobilisations écologiques et aux questions environnementales, conviendra aux enfants dès 5-6 ans, mais plaira également aux plus grands.

TIMILENN a acheté les droits de ce livre car il correspond aux buts de l’association, c’est à dire de donner l’envie de lire à tous les enfants, qu’ils aient des difficultés de lecture (dyslexie par exemple) ou pas. Le livre a donc été imprimé sur du papier non brillant, avec une écriture simple à lire et assez grande, les illustrations correspondent au texte et les interlignes sont assez espacés.

Le livre a été imprimé en Bretagne chez Cloître Imprimeurs, sur du beau papier et avec une couverture cartonnée rigide et de qualité.

VERSION AUDIO
Vous trouverez dans le livre (la version rééditée en 2022) un QR Code à scanner avec votre smartphone pour écouter une version audio du livre. Cet enregistrement a été produit par KALANNA avec l'aide de la Région Bretagne.
Pour les personnes ayant acheté le livre avant : écrivez-nous si vous souhaitez recevoir un lien pour écouter la piste audio -> timilenn.bzh[@]gmail.com (enlevez [ ]).